Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83


III


An amourousded p’ho c’hlevaz,
Ho fignaz e’n he vagik :
Daou roenvik flour a gemeraz
Evit sturia e lestrik ;
Heana ’ra, gueachouigou
E’n eur gana dibreder :
« Ganhen-me, va merc’hedigou
» Eo e tremen an amzer.


IV


Pa voa guir well’ ar blijadur
An amourousded, treitour,
A daol ar roenv a lez ar stur,
Ar vag a ia gant an dour,
Neuze an amzer ho roenvad
A gân : « An amourousded
» Ganhen da m’ zro, c’hui ’vel ervad
» A dremen, eta, merc’hed. »


————