Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KERVADIOU
————
I. — Kervadiou
Deis mad d’eoc’h, va dousig Mari,
Hogân ruz a denn mouilc’hi.
Aour hag arc’hant
Mari goant,
A rent laouen
Peb den.
II — Mari
Moualc’h zu pa deu, ’n hogân ruz
’Vez guel dezhi, ma vent a-guz.
Morvan, tâl koant,
Eo va c’hoant ;
E’b-d’han ti aour
’ vez paour.