Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/14

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
II

gant an Aotrou Gwillou, hag ho deus kavet, sur oun, caer evel ar wirionez :


Heb eur begat pebr hag olen
Eo meurbed goular ar zouben.
Er ghiz-se ma noc’h eus bemdez
Nemet labour tenn hag encrez
E vo divlaz ho terveziou :
Red eo [caout] plijadur aviziou.


Al levr-ma n’e ket great evit bea lennet e’n ilis, epad an oferen ; n’e ket great, zoken, evit bea lennet, e stern an daol, an tokou divisket, evel pa lenner Buez ar Zænt pe An Aviel.

Great eo evit bea lennet e korn an oalet, goude coan ha goude ar pedennou, pa jommer da domma e kichen an tan ha da gonta conchennou, epad ar goanv. Great eo, c’hoas, evit bea canet dre ar parkeier, epad an anv, evit lakat an dud a ranc labourat ho eost a-zindan an noz, da vea laouën ha da ancounec’haat o scuisder.

Caout levriou canticou ha levriou devot a zo mad ; n’eus netra guelloc’h, zoken. Mez ma na ve canet mui na soniou na guerziou, e’n hor bro, Breiz na ve ken Breiz.

Breizis a gâr an traou devot :

« Lâr dîn, anaout a rez ar vro
A gar he giziou koz, ato.
E leac’h ’ peder c’hoas en ilizou
Hag er vered var ar beziou ? »