Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121


DISKAN


Gant ar vez ! merc’hed dispar,
Guiskit eur bragou,
Evit pa druillo ar c’har
Kuzed ho pensaou.


II


Marc’h a zoug re bounner sac’had
A blego dindan ;
Merc’h a gar dougen chopinad
En em gavo goan.


III


Ar chist a gouez e’n divesker,
Hag an treid a vank ;
Braoa tra gueled va c’hommer
O ruilla er fank.


IV


Klaskomp eur zac’h ha dastumomp
Ar c’hoz anduillenn,
Choum a ranko ma n’he dougomp
E kreis ar vouillenn.