Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

5


Goude beza ho pedet,
Noz deiz e’n he lochen,
Foll ar c’hoat hen deuz roet
He hano d’an dachen :
Hag e leac’h ar bod lili,
Hirio zeuz var he vez
Eur japel gaër, hag e’ n-hi
C’houi a zo Patrounez.

Hon tud koz, gant ho c’hizel,
Ho deuz dantelezet
Mein galet an ti santel
Zo d’heoc’h ama savet ;
Ha, da guzed blounsadur
Morzoliou digristen,
Ni d’hon tro, gant plijadur,
A brof hon aluzen.

Ouspenn, e’n hor parreziou,
Ho poltred a gavomp,
Hag, e’nhon tiegeziou,
Bian ha braz ho pedomp ;
E’n distro (burzud eüruz !)
Ni vel, a zioc’h hor penn,
Astennet ho preac’h nerzuz
D’hon harpa, d’hon difenn,