Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203


Te, va mignon, te ’ zo atao drant ha laouen
Hag eun dudi bepred klevet da ganaouen,
Pa c’hoari da goantennik aour.
Te, zo lemm da zoniou, neuz fors petra ’ ganez
Distag da c’hourlanchen ha neat kaer da vouez.
N’eo ket evel-d-oud ar barz paour !

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken,

Perak ’ta n’oun-me ket henvel ouz-hid, ma breur ?
Perak e rankan-me skuilla daelou, peb heur,
A dal ma ve tarzet an deiz
Dreist penn aour ar menez beteg ma teu, e’n noz,
Va daoulagad re skuiz da serra pounner-gloz,
En eur guele ve ket dileiz ?

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni.
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken.