Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/229

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207

Ha pa girit, ’ouzoc’h diarbenn ?
Allas ! disprijet oc’h gant pep unan ’r bed ;
E mestr, var bep kaloun, e ren an drouk-spered !
Den n’en deuz aon ; an oll ho tae a grenn !

Estlamm ! Bez’ o deuz lavaret :
Pred eo diskar Doue,
Petr’ hon de da velet
E’n tu-hont d’ar vue ?
Estlamm ! Estlamm ! Baradoz nag ifern !…
Taget int gant tad koz ar gaou,
Evel e gement a wal-draou
N’ouzont pe da espern.

Var gement a zo sacr en em daolont gwassa !
Dre ho dorn lig, e ruil var an dachen dija,
Goad ar verzerien evel guechall !
An Tad-Santel mantret, a wel ouz treid ar groaz !
An ilis oll e kaon ! peb guir gristen e glaz
Arzao pelloc’h ! Pred eo ! arzao, bed fall !

Estlamm ! E kreiz an oabl tenval,
E strad ar mor gouez,
Me ’ gleo Doue o krozal,
Spountuz braz he vouez !