Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267

Ar c’hi-ze ne voa ket deuz a jass an douar :
— Kea goustad, eme-zan, Morvanik Kergounnar ;
Espern da nerz, Morvan, ’vit ma c’helli e’n-berr
Diskouez d’heomp o tansal eo goeñv da ziwesker,
Kalz re a drouz a rez, guell ’ ve d’id beza sioul !
— Na pe a berz Doue, pe a berz an Diaoul
E teuez da brezeg d’in ? Piou ’oud, eme Vorvan ?
— Aberz Doue ? goapaer, na gredez ket e’n-han !
— Nann ! n’eo ket euz he berz e teuan, kamarad
Mez a berz an Diaoul a anavezez mad
Da b’hini ’ peuz guerzet da gorv ha da ene
Hag hen deuz eur c’hoant braz da d’ kueled eb dale.
— Lavar d’hezan gortoz ken a vo eun dro all ;
N’eo ket mad va boutou ! Mez piou oud-te, loen fall ?
— An ene a zo bet e’n Alan ar glaouaer !

Morvan Kergounnar

« Mad ! dalc’het mad he c’heuz ar merk euz da vicher
» Rak du e z-oud ato, du pod evel al liou ?

Ar c’hi du

« Ia, ia, roet ’ zo d’in labour da ober glaou,
» ’Vid da rosta duhont, te ha da vignouned ;
» Mez selaou mad, Morvan, setu ama ’n eured ! »