Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30


Ha pa dremenint dirazomp, — goude,
Ni lavaro, ken etrezomp,
An tad hag ar vamm a dremen
Eo tud ar brezellour kristen.


III


An distro


Brezellour, d'in-me livirit, — heb gaou,
A be varzu e tistroit ?
Ha c’hui zistrofe deus ar vro
Ma zeus e n’hi brezel garo ?

Heb gaou deoc’h c’houi, me lavaro, — ia da,
A be gostez e maoun distro :
Me zo distro deus ar vro griz
A ra brezel rus d’an Ilis.

E’n e zourn savet he gleze, — eun deis,
Hor c’habiten a lavare,
A lavare d’he zoudardet :
« Trec’hi pe vervel, mignouned ! »

Anter kant mil den dirazomp, — a zo
Nemet euneg, ni ne domp !
Aotrou Doue, oh ! ni ho ped,
Kennerzit breac’h ar Vretouned !