Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34



IV


Hent ar vuez ’zo tossenneg ;
Ni skuill varnhan daëlou doureg :
Nag a bet rannet ho c’halon
’Ve choa gantho mont d’anaon !


V


Oll joaiou ’r bed ’zo faziuz
Mesket a galz poaniou mantruz ;
Kals drein zo dindan ar rozen,
Nebeut a vleunv var eur spernen.


VI


Mez da c’hedal, var va barlen,
Ælig Doue, pennik melen,
Prennit klos-klos ho lagadig,
Ælig blev-aour grit eur c’houskig.


VII


Nan, va Doue ! c’houi el lezo,
Gant e vamm beteg he maro,
Evit laouennat he c’hosni,
A pa varvo, gwela varnhi.