Kelo, Breiziz kez, euz a bell bro
Euz ar brezel am euz bed kelo
Ar gwasa brezel hoc’h euz klevet
Aboe ar Saozon, ’ti ann Turked ;
Ha war-benn ann emgann divezan
Kalz na oelont ha dlefont goelan.
Diskaret ann dud dre ann hent ru,
’Vel ra ar meder ’n eur park ed du ;
Ha tud a c’hleve, troc’het ho gouk,
Ho stripo ’mez, kousket oar ho chouk ;
Hag ar chas a vandenn, kant a kant,
krignat penno hep badiant :
Pa dremener aboe ’nn emgann vraz
Evel er vered rer sin ar groaz.