Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SON AR CHUPERE
————


Ouz tol oa c’hoaz tud ann eureed,
Broudig ann dall p’az eo klevet,

Gand he gi ar baleer-bro
O pateri ouz ann treuzo :

— Dall ha daonet ! ann aluzon
Az po, m’ar kanez d’imp eur son. —

He skul ’n he zorn gant peb-hini, »
Krog ann diskan war leur ann ti.



Skuill ha skuill, ev da ruill ;
Chupere, n’eved re.

Mad e gwin ru d’ar Galloed,
Evel dour red d’al lapoused ;
Chupere ’n euz ar Vretoned.