Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
BREIZ



Breizad a danva chupere
N’ansav da vestr nemet Doue ;
Ha kalz n’e ket Doue ’vit-he.

Ken dous eva chupere mel
Ha kemer pokik dimezel :
Diwall a gement ze zo well.

Biskoaz roue ar Vretoned
Gand ar Saozon n’oa bet trec’het,
Gand ar sec’hed na laran ket.

Eur rum daouzek a varc’heien,
’N ho zouez eur brinsez bleo-melen,
Oant o koania ’n eunn enezen.

Blondinen skuille da eva.
Gwad paün fotaz da genta
Er chupere, ’vid ho skanva.

En eil skullad gwad er-wiber :
Hag int a—greiz ebato ker
D’en em daga ’vel loened ter.

Gwad eur porc’hel er skullad all :
Ha kerkent int kouet mezo-dall,
Hi o c’hoarzin gant sello fall.