— Kloc’h ar basion zo tinset
D’eur plac’hik d’ar maro barnet ;
Ke war dachen ann iliz vraz,
M’eo d’id da welet kaon, siouaz ! —
Daou chafot zo gwintet aze,
Keuneud a zo berniet etre ;
War eur chafot ’man ar barner,
Egile ’vid ar prezeger.
Ha tro-a-zro dre ann dachen
Nemet zoudarded a vanden ;
Hag eur groz vraz gand ar Saozon
O doc’hal : — Pegoulz ar pardon ? —
Digaset ’traou d’ar bern keuneud
Diou verc’h a zo ken mistr ha treut,
Mistr ’vel ann heiez er c’hoajo
Ha treut treuttoc’h ’vid eunn anko,
Aboe c’houec’h miz krenn kastiet,
Ken oa truez ouz ho sellet :