Lugernuz ann tour tro-war-dro,
Ar c’hloarek ’vel m’oe et eno.
Hag eur burzud all az oa c’hoaz
Ann ineo war ann hent braz,
Peb-hini gand he c’holo gwenn,
Evit chelaou ann oferen.
Sav eta, sav, awelik-noz,
Da gas beteg ar baradoz,
Evel pedenno ann ele,
Ar c’hlemgan a deu alese,
Peden ha klemgan pinijen
Evid ar c’hloareg en anken ;
Rak ar re padjont evit-han
En ho bue, ’ra c’hoaz breman :
D’ar re garet a chom ato
Ha koun ha keun dreist ar maro.
Hag ann awelik-noz neuze
Evel ann ogro a gane