Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
chansons et danses des bretons
KANOEN[1] AR VARTOLOTED



O Gwerc’hez gloriuz Vari, roed d’in-me ajistans
Da ganan eur werz newe, — c’hon ’vonet d’hi c’homans —

Zo groet da bewar martolod a Gemper-Gwezenek
Zo et gand eur vag newe ewid ar c’hentan gwech,

Zo et gand eur vag newe ewid ar c’hentan gwech :
N’ an euz hini an-he a gemend a ve rez.

Ewit honzoli ho mammo ho deuz laret d’ez-hi :
— Pa c’homp laket war ann dour retornfomp adare. —

Pa defaint groet ho bagad ha prest da dond d’ar ger,
A savaz glao hag awel, siouaz ! eur goall amzer ;

  1. Est-ce parce que ce récit n’atteint pas les proportions du gwerz, que le chanteur l’appelait kanoen ? — Kanoen, pour sonn, en trégorrois. — Kanaouenn est un terme générique, et il ne répugne pas au sens de gwerz.