Ar sul kenta a viz gwengolo,
A oe embannet al lezenno ;
Gourc’hemen da denna billet
E kanton Prat a eo asinet.
Bep ma tostae d’ann deiz-ze,
Ann dud iaouang a ’n em jene ;
Ma larent oll dre ho mouezio :
— Kenta ’denno vo ar maerio ;
Neuze a tenno ann notabled
Hag ar veleien sitoianed.
Ni ’rai sin ar groaz en hon c’herc’hen
Evit ma tennfomp ann hini wenn. —