Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
gwerz et sonn
AR FILOUTER FIN



Didostaed, tudo iaouank, ha klevfed kanan
Eur chanson divertisant zo gret ’vid ar-blaman,

A zo gret d’eunn den iaouank, eur filoufer fin ;
Ma intented eur farserez, ze rai d’ec’h c’hoarsin.

Arabad vo’ta, tud iaouank, sellet diout-han :
Kalz ha re a filouterien ve dre ar vro-man ;

Hag evit rai zur da intend d’ann oll hostijen,
Na daiont ket da rai reput d’ar filouterien.

Ann den-man oa den pinvidik, eunn den a feson,
A gredan a oa ginidik demeuz a Leon.

O vean e ger re vaget, (meur a hini zo),
’Neva laket’n he fantazi mond da vale bro ;