Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
CHANSONS ET DANSES DES BRETONS


Laket ’n euz ’n he fantazi mond da boursu he chans ;
Kas ra gant-han aour hag arc’hant ’barz ann abondans.

En Montroulez hag en Gwengamp, en Treger e bet,
’Barz en Dinam, en Sant-Malo hag en Sant-Briek ;

Ac’hane e deu da Bariz ar filouter fin,
Hag ar ialc’h a deu da blada souden alafin.

Ac’hane e deuaz neuze d’ar ger a Raon,
Hag eno e manket d’ehan he brovizion.

C’hoaz en eva efronteri da c’houlenn lojan
Ebarz en eunn hosteleri, n’oa diner gant han.

En em antren ebarz ann ti, en den brao gwisket :
C’hoant em euz, ’me-han, ma hostiz, da vean lojet ;

C’hoant em euz da vean lojet en ti-man fenoz,
Hag eur banac’h gwin da eva ebarz em repoz. —

Ann hostiz prest d’hen dizervijin d’ehan ’n euz laret ;
— Antreed eta, den iaouank, lojet a veed.