Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
gwerz et sonn



Va Iannik pa ia d’ar foariou.
A vez ato mezou-dall ;
Prest a oa da goll he vragou
E Montroulez, en deiz all.

Va Iannig a zo eunn aotrou
He dog war goste he benn ;
Mar selfec’h euz he vragou,
E welfec’h he groc’hen.

Pa vez pignet war he azen
E tousk he dammou pillaou,
Evel eunn impalaer romen,
Ez eo berr en he gomzou.

Pa zai ann ankou da rida
Toul va flaeriuz pillaouer.
Me ziredo da lavaret
E kommanan Toul al-Laer :

Ridet eo va zammig aotrou
Gand he stoup hag he billaou.



Chanté par M. Stéphan, pharmacien à Roscoff.