Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
GWERZ ET SONN
Kement eo peb branel hi fri
’Vel ma eo kloc’h braz ar Vali.
Eunn daou-lagad a zo ’n hi fenn,
Zo ’vel daou-lagad eunn ijen ;
Kement eo hi daou-lagad
’Vel daou-lagad eunn ijen mad.
Eunn diou-skouarn a zo ’n hi fenn,
Zo ken ledan ha diou grampoen.
’Tre lein hi fenn ha choug hi c’hil
Zo daou devez bale d’eur c’houil.
Dre gorn hi skoa e c’houez hi fri :
En kreiz ma c’halon a plij d’in.
Unan tra plij d’in en ezhi,
Daou droatad hanter ’zo ’n hi fri.