Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
GWERZ ET SONN
’Barz e ti Mari Beron ez int bet diskennet,
Ho ! ia, dre ma voa gant-he ialc’hou martoloded.
Ar merc’hed-ze a drinke hag a lipe ho beg,
Hag ar voarsed a gane, a gane en gallek ;
Hag ar voarsed a gane, a gane en gallek,
Hag ar merc’hed a c’haurze, dre ma n’intentenn ket ;
Nemed eunn dortez vihan deuz a vourk Karantek :
Honnez voa bet er gouant, o tiski ar gallek ;
Honnez voa bet er gouant, o tiski ar gallek ;
Hag a bede [1] mil malloz var ar vartoloded.
Ma vefemp ni intoanien, gras d’eoc’h [2] ne vefomp ket ;
Nimp ’zeuio c’hoaz eur veach, eur veach d’ho kuelet ;
Hag a zigaso d’eoc’h c’hui na peb a chapeled.
Ha peb a voalen arc’hant d’ho kamaradezed.