Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
CHANSONS ET DANSES DES BRETONS
Juluanik, te a lazo
Da dad, da vamm, e-war eunn dro,
Te a lazo da vamm ha da dad
Kousket ho daou ’n eur gwelead,
— Oh ! na rin ket, gant gras Doue
Kar me’ evito deuz a ze,
Me’ evito deuz a ze
Me c’hai dre ar vro da vale. —
Sortial re demeuz ar ger
Hep laret gir da den a-bed
Hep laret gir da den a-bed ;
’N eunn oblans ker c’heo ariet ;
’N eunn oblans ker c’heo ariet,
Goul da servijin en euz groet
Goul da servijin en euz groet ;
Seiz la kiginer hen zo bet,
Seiz la kiginer ’n eur gigin wenn,
E-war eunn arme kabiten.