Pajenn:RBV 1858-2 p162-171.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« N’hin hor n’eus breudeur er bed-oll,
» A-boë ar vrô mo saov an Eol,
» Betek Armor, ac pelloc’h c’hoaz,
» Bet’ Erin, hen kreiz ar môr braz.
 
» Memeuz sônio,memeuz Gwerzio
» A gâner barz hor méneïo
» Ac er meneïo a Vreïz-meur,
» Ac hen Erin, mesk hor breudeur. —

» Doue a rô d’himb ar gônit : —
» C’hui, ré Breïz-all, a iello kouit,
» Da laret d’hor breudeur pell-Brô
» A z’homp kâlonec é-vel-t-hô.

» Wit ar Saozon, laret d’hô ré
» A fell d’himb mîret a nè-sé,
» Wit ober teill gant ho c’horfo,
» Da gaôut eed kaër er parko.

» Da dibri d’ar brini hen aod,
» Lec’h peb-himin hen dèfô laod,
» D’ar brini ac d’an Tousseget,
» Pé-rè a garr an neb seurt boëd.

» Paotred Saoz, dalc’het c’hui koûn mad
» Ouz an Trégont — goassa stourmad ! —
» Ouz Sant Cast, ac iwé Gwesklenn, —
» Henès na ankouafet biqenn ! »

Paotred Brô-Saoz, c’hui hen disko, —
Eur Bréïzad da difenn hi vrô,
Hi vrô, hi feiz, — a dâl kant den,
Ac na deûfet d’hor guelet quen.

Ia, da vikenn n’hin difenno
Hor feiz, hor zennt, hor Ilizo,
Bréman an deiz, e-vell gwec’h-all,
Eneb Saoz, koulz ac eneb Gall. —

F.-M. LUZEL.