Kristenien, hastit sevel aoteriou d‘ar Werc’hez,
Hag evit plijoud d’ezhi, lakait hoc’h evez ;
Karit ho iliz parrez hag ho Person ive,
Ha na espernit netra da vravaat ti Doue !
I. M. ar Iann
Piou a roio d’in diouaskel evel d’ar goulmik hag e nijinn hag e tiskuizinn
- Salm., LIV, 6.
Meuleudi d’e-hoc’h, kanerien Breiz !
Va c’halon a zo enn ho kreiz
Pa-z-oc’h a bep tu dastumet
Da harpa ’r vro ’deuz ho maget :
— E Paris va c’horf zo dalc’het,
Med daved hoc’h nij va spered,
Vel al labous, a denn askel,
Nij da gaout he vreudeur a bell.
Pell diouz ho pro ounn bet ganet ;
Ha mont da Vreton em euz gret,
Kerkent, breudeur, ha ma weziz,
Oa chomet Kelted ar Vreiziz.
— Me ’garfe, trezek Breiz-Izel,
Gallout nijal a denn askel,
Vel eunn evn e kaoued ganet
Garfe mond da vro ann evnet.