Pajenn:RBV 1864-1 p379-393.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KALON MARI.

I.

KALON MARI.

————

Eur c’hoant braz am euz da veuli
Kalon va mamm, kalon Mari ;
Hogen penaoz e kredinn-me
Kana santual va Doue ?

Kanit holl, sent ar Baradoz,
Kanit bemdeiz, kanit bemnoz,
Kanit gan-in, sent hag elez,
Kanit kalon sakr ar Werc’hez.

Doue a grouaz ar bed-ma
Evit palez d’ann den kenta ;
Evit rei d’he vab eur palez
E krouaz kalon ar Werc’hez.
Kanit holl……

Mar d-eo ker kaer palez ann den,
Palez Doue petra ef-hen ?
Ar bed zo leun a vurzudou,
Kalon Mari a vertuziou.
Kanit holl……

Goude kalon dispar Jezuz
Mar ’z-euz eur galon dellezuz
Da veza karet ha meulet
Eo kalon he vamm venniget.
Kanit holl……

Kousket war boul-kalon Mari
Jezuz en deveuz roet d’ezhi
Galloud, truez ha karantez,
Pep mad, nemet he zouelez.
Kanit holl……