Pajenn:RBV 1864-1 p379-393.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MIZ MAE.

II.

MIZ MAE.

————


Jezuz-Krist, war ann douar, a zeskaz daouzek den,
Hag ho c’hasaz dre ar bed da brezeg he lezen ;
Hogen, e-touez ann daouzek ne oe nemed unan
A gouskaz war he galoun, ann abostol sant Iann.

Daouzek miz a zo ivez enn eur bloaz, goud a ret ;
Unan hep-ken anezho a zo dre holl karet,
Rag, evel ann Ebestel, et tigas kelou mad
D’ann dud koz, d’ar glanvourien ha dillad kaer d’ar c’hoad.

Baledet dre ar prajou hag e welfot traou koant,
N’ho c’hefot ked er staliou na gand aour nag arc’hant :
Piou en deuz galloud awalc’h da ober burzudou
Evel ar re ra Doue pa zispak ar bleuniou ?

Ne welann, war ann douar, netra o choum kousket,
Ar gwez a oa noaz-maro adarre zo gwisket ;
Diouc’h ar c’hrisien d’ar skouriou, evel e korff ann den,
Ar seo a red hag a ra displega d’ann delien.

Sellid ouc’h al laboused ha klevit ho zoniou,
Pep-hini, hep dale pell, a glask he venviou :
Aman zo eur masouner ha du-hond eur c’halvez,
Bez a zo pillaouerien o tibab er menez.

Ped palez a zo breman dre ar bed holl savet ?
Petra a dremen enn-ho ? Allaz ! ne ouzonn ket !
Eur vi bravik da genta, goude eunn evn bihan,
Ha war dreuzou ar palez ann tad d’ar vamm a gan.

Ar babig a zo bleveg hag a zigor he vek ;
Ann tad mager a dosta gand eur c’houil du kornek ;
Tamm breman ha tamm goude ar c’houil a vo debret,
Hag ar babig a gousko e deeun ann neiz kuzet.