Displega ra kalz deliou war ar strouez, ar gwez,
Bet ho deuz digand Doue forz dilladou nevez ;
Ar bleun lann, ar bleun balan war ar mezou a sked,
Enn ho zouez denvedigou a fring evel pesked.
Er prad, o steredenna, ar vac’hariden wenn,
Ar pao-bran, gand he gleier, ar bleun bihan melen,
A ro boed d’ar valafen, d’ar wenanen, pa gar,
Da gas d’he c’hastel kolo danvez meur a vann koar.
Ar spern hag ar gwez-aval, vel ann erc’h a zo gwenn ;
Divezatoc’h, gand ho frouez, e plegind holl ho fenn ;
Avalou kalz a vezo, ar gwin melen founnuz,
Ha gan-e-hoc’h, ma c’henvroiz, ar stok-gwer dudiuz.
Deued eo ar gwennili, d’ober prejou kelien,
Da staga enn eur c’hournig he neizik pri kempen ;
Ar big, ar vran, ar gegin a oar kroazia sparlou
War eur skour huel ha bresk da c’hori ho viou.
Pajenn:RBV 1866-1 p456-459.djvu/2
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ