Ar goukouk, debrer prenved, gand he floc’hik bihan,
Euz ann eil gwezen d’eben he hano brao a gan ;
O veza m’eo didalvez, e oar mond da zevi
Enn neiz ann evned munud, hag ho lez da c’hori.
War grab ar c’harz, oc’h heolia, e c’hoari ar glazard,
A-uz d’ezhan, er wezen, e richan ar glozard,
Ann aer-galed, ar wiber, rodelled da gousket,
Az a kuid enn eur fic’ha rak-tal m’ind dihunet.
Ar c’hilleg, enn eur roda, kendroet gand he ier,
A gerz er gwenojennou, vel eur prins wesg ha ter
Presd ato d’en em ganna. Ma na vez ar roue
E stourmo hag e trec’ho, kana raio goude !…
E kourn ar prad dourennek, war eur planken gwintet,
Dierc’hen, ar mevel braz a droc’h eur beac’h geod med ;
War lez ar feunteun vihan a zo enn he gichen
Eo deued da eva dour ar voualc’h bek melen.
Pajenn:RBV 1866-1 p456-459.djvu/3
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ