Enn tu all, war grab ar roz, e weleur ann alar
Oc’h ober ervennou heiz gand ar bommou douar,
Ar piked hag ar brini a zebr ar prenved gwenn
Az a da c’houiled dero hag a franv enn derven.
Ar biniou a glevann e traou parg ar c’houldri,
Ar mesaer zo eno gand ar zaoud o peuri ;
D’ann heol, az a da gousked enn he wele zeiz ru,
Ekleo Breiz-lzel a gas ann hani goz doc’h-tu.
Mouez skiltr ar vugaligou, o c’hoari enn hent glaz,
P’eo deued ar pardaez, a bell, a glevann c’hoaz,
Ha kan al labourerien, o tont, dre ann hent moan,
War eeun d’ar vereuri goz da zibri iod d’ho c’hoan.
Tud ha loened zo lirzin ; ar bleuniou hag ar gwez
A zo distro, gant Jezuz, adarre d’ar vuez ;
Plega reond d’al lezen a zo roed d’ezho,…
Heuliomp holl ar gourc’hemen ha greomp evel-t-ho !……
I.-M. Ar Iann.
Pajenn:RBV 1866-1 p456-459.djvu/4
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ