Pajenn:RBV 1875-2 p116-120.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Chetu perag ar c’hoajou hep-out a vo didrouz,
Chetu perag ann evned a gousko er bern plouz ;
Ho nechou a zo goullou, braz eo ho re vihan,
Nep anhe a gan breman a zo klemmuz he gan !

Ann avel, treut ha garo, ann hoabl du vel mouar,
Poullou e kreiz ann henchou, deillou war ann douar
Parkou noaz, gwez dibennet ha trouz skiltr ar steriou
A ra d’eomp e Breiz-Izel ober d’ide kanvou !

Ken aliez a zelien a gwez war ann douar
A laka enn tiegez kement all a c’hlac’har
War da lerc’h ar c’hlenvejou a zigas ar maro,
Hast buan, heol binniget, hast kaer ober da dro !

Ar jistr hag ar chufere a zo gweget er wask
Ha goude eur gaouet skorn war-n-he e vezo klask ;
Ann ed a vrein enn douar hag a zic’hoan goude :
Hon c’horfou goude breina a azvevo ive !…