Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


Effejou ar Vesventi dre rapport an enor.

Ar Vesventi a zo eur viç qen udur, qen indign eus a eun den, ma ve avoalc’h evit er c’hassât examina piz eun den mèzo, e vanierou ridicul, an dizurz eus e gomziou hac eus e actionou.

Ar Mesvier ne rai mann eus ar pez a lavaror dezàn. An humiliationou a zo nebeut a dra evitàn, hac evit eur banne güin pe güin-ardant ec’h en em humilio ar pez a gueror. An dud honest en disprich, hac a veac’h ma zê supportet eur moment en eun assamble honest : inoui a ra ; dic’houti a ra dre e gomziou sot, ridicul, impertinant ; câs a guemerer outàn, er chasseal a rear gant mez ; tec’hel a rear dioutàn, rac lacàt a ra ar c’halonou da heugui gant ar c’houez eus ar güin, eus ar güin-ardant. Tec’hel a rear dioutàn evel ma teu e-unan peurvuia da dec’hel diouz compagnunez an dud honest, eus a bere ar güel a zo eur boan evitàn, evit en em gaout gant e gamaradet a zebauch hac a libertinach.

Er stat-se, ma ec’h en em disqüez var ar ru, en disqüezer gant ar bis, e rear goab anezàn, e c’hoarzer dezàn, e lavarer en deus collet e sqiant : ar gristenien vad o deus truez outàn, hac ar vugale en heuill dre zivertissamant.

Cetu ar voyen eus a bebini en em zerviche güechall an tadou e Lacedemon, en horrol eus ar Vesventi : Mesvi a rent esclavet hac o disqüezent d’o bugale, evit ma qemerjent heus ouz eur viç qer mezus, ha spont na goeschent o-unan en eur stat qen dishenorabl.

Sant Chrysostom a c’halv ar Vesventi dishenor an natur humen : Opprobrium generis humani. En efet, pez seurt dishenor brassoc’h a eller da ober da natur an den eguet en lacat da goll e zignite, hac e izellât betec ar gondition eus an anevalet !

An den a zo bet crouet evel eun imach, eun hevelidiguez a Zoue ; seulvui ma zeo fur, prudant, devot, sobr, temperant, vertuzus, seulvui hevelloc’h a ze eo ouz Doue. Mes ouz petra eo hevel eur Mesvier nemet ouz eur Mesvier all ? Dre ar Vesventi e coll e zignite, e noblanç, ha n’en deus qet a vez oc’h en em lacât izelloc’h eguet an anevalet memes.