Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

vestr er poursu ; an urcherien a laca arrêt en e dy ; ar pezic a chome gantàn a zo güerzet var ar plaç… Chetu én hep ty, hep arc’hant : petra e teuyo-én da veza ? petra a rayo ? cuntinui da eva. E zort truezus a ra nebeut a impression var e galoun caledet ; en em gonsoli a ra en bêr amzer. Va divrec’h a zo mad, emezàn, labourat a rìn diouz an deiz, ha chetu én labourer diouz an deiz, condaonet da labourat a zalec ar mintin betec an nôs evit gounit eur goënnec benac.

Da betra e cundu ar panchant evit an eva ? Da goll eun amzer precius. Pet moment, pet devez collet gant al labourerien hac an artizanet Mesverien ! Goude pep gouël eo necesser tremen eun devez o feneanti hac oc’h eva, hac epad an amzer-ze petra a c’hounezer evit en em vaga ha maga eur vreg ha calz a vugale ?… Daou goll en unan : chom hep gounit ha dispign muyoc’h. Gounideguez eur sizun labour a zo teuzet da Zul en davarn ; ar Mesvier ne oar espern netra. Den hep caloun, o tispign ar pez a dlie servichout da vevanç e vreg hac e vugale maleürus, pere a lès da zua gant an naoun hac ar vizer : ha goude qement-se, petra a chom en eur famill ? Ar baourentez, ha truillou paour evit en em c’holoï. Pet tieguez en o eas, pe a dlije beza en o eas, a zo revinet dre ar Vesventi ! Pet paour ne aller qet da gounta pere ne dint paour nemet dre o faot !

Eur filosof ancien o velet güerza ty eur Mesviér evit paëa e zle, a lavare gant calz a rêsoun : Doueti a rèan pell-zo e tlie an ty-ze pehini a yoa ato leun a vin, rejeti eun devez benac an hini a chome ebars.

VIII°
Effejou ar Vesventi evit ar peoc’h en tièguez.

En lavaret hon eus diaraoc : ar Vesventi a zo ar penn-caos eus a vil sican, eus a vil disput. Qement-mà a zo güir dreist peb tra etre eur pried Mesvier hac eur vreg, pehini a vouel var e zizurziou. Petra a erru ? er gouelet a rear bemdes : eur vreg maleürus a vouel, a huana, coll a ra patiantet, en em facha, en em goleri a ra a enep e fried pehini a deu mezo d’ar guear pe a rànqer mont da guerc’hat d’an hostaliri. Ar chagrin, an dizesper, a laca ar paour qeas greg-se er