Mor ha mene a bromette
D’an hini e dougje en ènv.
An egl e zeo hac a c’houlle
Beza recompancet goude.
O voelet ne voa peadra
En fesson ebet d’en pea,
Qeit e c’hriff enni a fourras
Hac ar miserabl a varvas.
Evel-ze e chom e bue
En qichen an astrou an ènv,
Pere e devoa zouetet
Gant qen bras dezir da voelet.
Sans moral.
Ambition vras an tortu
A zisque demp dre e c’hundu
Ne gleomp qet en ep fesson
Tremen cals hor c’hondition,
Pe omp resolvet da guea
Ha caout eul lamm ar mezussa.
————
FABL 87.
An Ecreviç hac e Merc’h.
An ecreviç, pa gommamças
Da vlam e merc’h, a lavaras :
Abalamour ma recule
Ne blije qet deï qement-ze ;
Nen don qet contant eus da c’his
O vont evel-ze var da gis.