Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/113

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 109 )


Zod out mar credes ar vas-ze
A raffe enorio dide :
Qemer qentoc’h e zinifi
Eur mercq demeus a infami.

Sans moral.


Meur a hini a ra pompad
A draou dre natur so blamabl,
Hac e ve caër ha glorius
Traou dre reson a so mezus.


————


FABL 91.


Ar C’hanval.


Eur chameau, fachet a fesson
Eus e stad ha condition,
A gomanç ober e glemmo
Abalamour ar c’holeo
O devoa qerniel var ho fenn,
Armo evit en em diffen :
En n’en devoa netra ebet
Da erzel e inimiet.
Jupiter a bede neuse
Da reï qerniel deàn ive,
Mæs commanç a ra da hoarzin,
Pa gleo eur beden qen indign,
Ha goude bea en goapêd,
E ziou scouarn en deus berrêd.

Sans moral.


Peb-hini en em gontantet
Deus e galite var ar bed :

7