Mæs mar deuan d’en em stocqa
Ouzit-te ha d’en em vrinza,
Pe autramamt caout re a gour
Dre ar fors ners demeus an dour !
An dra-ze n’ell qet hoarveout ?
Coll a rin o stocqa ennout ;
Zede ar reson vad evit
En em zepari diouzit.
Sans moral.
Guelloc’h cals e vo e vefet
Antreteni ho conzortet
Vit frecanti puissantoc’h
Hac a ve cals pinvidicoc’h.
Deus ar puissant vo domach
Ha deàn ne alli qet noaz.
————
FABL 94.
Ar C’hole hac ar Bouc’h.
Eun taro a voa poursivet
Gant eul leon, ma voa o redec
O clascq eur plaç d’en em goacha :
Eur c’havern cavet en devoa.
Dirazàn ar bouc’h a deuas
Ha manific en recevas,
En eur fesson cri ha cruël,
A dolio bras gant e gerniel.
Ar c’hole dezàn a laras :
Deut out, o voelet ma disc’hraç,