Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/117

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 113 )


Da ober goassa elles din,
Pa glascqen en em repui ;
Mæs ma c’haë divar ma zro
An hini bourziou ac’hanon,
Mèn a lacqafe da zantout
Em eus eun dra muin a c’halloud,
Rac eun differanç ners a so
Entre eur bouc’h hac eun taro.

Sans moral.


N’eus viç ebet muioc’h mezus
Evit redec d’eur malevrus :
Cousgoude eo commun er vro ;
Rac mar que varnout maleurio,
An dud dister a vo guelet,
Dre ar bouc’h-ze represantet,
O tont da gresqi da boanio
Dre langach faus hac obero :
Pa vo a enep ar re vras,
Ar re vian vo evel chas.


————


FABL 95.


Ar Marmous hac e Vugale.


Jupiter en deus desiret
M’en em assamblie al loenet
Evit gout pini deus anê
En devoa caëra bugale.
Al loenet tout en em gavas
En eur bazen, bian ha bras,