( 119 )
Ha da vea qement en graç
Da gaout eun assuranç qen bras.
Sans moral.
Bea so eun dra a zies
Ordinal gant pinvidiges,
Hac an antre en deus a vad
Gantàn atao eun dra bennac :
An eil egile a voeler
Netra divorc’het a zanjer.
An tourio eus ar re vrassa
A so sujet bras da guea :
Aliessa var meneio
E que qenta ar c’huruno.
|
————
FABL 100.
Ar Pesq bian hac ar Pesqetaër.
Eur pesqic bian o voelet
Gant eur pesqeter voa tapet,
A bede anezàn neuse
D’en lacqâd en dour adarre ;
Demeus a goff e vam ractal
E voa o paoues sortial ;
O vea qen neubeut a dra
Diontàn n’alje profita ;
A volonte teuï er ret
Pa vije huelloc’h cresqet.
Ar pesqeter inexorabl
D’an oll gomso-ze dereat :
|