O ! reson am eus, emezàn,
Rag certen avoalc’h a gollan
Ma fod a voa demeus a aour
A so queet aze en dour :
Ar gorden a so bet torret
Hac e dapout ne allan qet.
Al laer, qement-se pa glevas,
E zillat buan a daulas :
Er punç ractal eo disqennet ;
Partout ennàn en deus fouillet.
O voelet collet e amzer,
E teu d’an ec’h en eun toll ber.
Pa arruas, voe soezet :
Rob na bugel ne voa chomet,
Rac gantàn, certen, e voa êd
Hac ar blazen gollo lezet.
Sans moral.
Lies a vech e tap e fall
Neb a gustum trompla re-all.
————
FABL 103.
Al Leön hac ar C’haor.
Eul leon eur c’haor a voelas,
Var eur roc’h huël pa zellas,
O crignat ar spern hac an drez.
E laras dezi : ma carfez
Caout ar sqient evit disqen
Aman da beuri er blassen,