Bea so cals a dud dies,
Dificil bras da lacqat êz :
N’e qet facil treti gante,
En giz ebet douçzâd ane.
————
FABL 106.
Ar Satyr hac ar Paysant.
Eur paysant en devoa cavet
Er forest eur satyr yenet.
True ontàn a gemeras ;
D’e dy gantàn en digassas
Hac en lacqât da azea
En qichen an tan da domma.
Pa voaint var an ent o vonet
Ar satyr en devoa goelet,
Ar paysant-ze, o c’hoeza
E zaouarn evit ho zomma.
Pa voa eus an doll, adarre
E voelas penaus e c’hoeze
En e zoub evit e yena.
Doue d’am divoal, emezàn,
Deus an dud doubl ! hac e zavas :
Neuse ractal e zortias.
Sans moral.
Dre ar satyr omp avizet
Deus on tol ne gemeromp qet