( 130 )
Sans moral.
Guel eo eur speret excelant,
A ve fur, tranqil ha prudant
Evit n’en deo eur c’horf guisqet
A vraverio da voelet :
Alies ve displijadur
Gant ar sort-ze, faut bea fur.
|
————
FABL 111.
Ar C’hlanvour hac ar Meudeucin.
Eur meudeucin a c’houlenne
Digant e glanvour eun devoe
Penaus e voa en em gavet.
Ar c’hlanvour en deus respontet :
Reduiset hon, emezàn,
D’eun tomder excessif bremàn.
Qement-ze, emezàn, a blich din,
A respontas ar meudeucin.
An de varlerc’h e voe goullet
Penaus voa an nos tremenet.
Ar c’hlanvour en deus lavaret :
Eur yenien vras am eus bet.
Ze, emezàn, a so mad bras :
Ma c’houlen an drede gueach.
Ar c’hlan a lar e voa zimploc’h
Hac en devoa bet eur red coff.
Ar meudeucin a lavaras :
An dro-ze a gavan mad bras.
|