( 132 )
Arruet ar pez a garo,
Emei, en em rezolvet hòn ;
N’en em dourmantin qet buan
Pa en em bilont ho-unan.
Sans moral.
Eun den a ve fur ha parfet
A andur gant patiantet
Gant estranjourien injurio,
Pa ve entreze qerelo.
|
————
FABL 113.
Ar Glaouaër hac ar Fouler.
Eur glaouaër, p’en deus qemeret
Eun ty en feurm, en deus pedet
Ar fouler ma teuje ive
Gantàn da loja d’an ty-ze.
Ar fouler, p’en deus ententet
Ar pez en devoa proposet :
Ze n’en dé qet deus ma affer,
En deus respontet ar fouler,
En eur lavaret evellen :
Rac ar pez am be lecqeet guen,
Gant ar fumezon eus da c’hlaou
E teufes da zuad ma zraou.
Sans moral.
Ar fablen-màn a zinifi
Cals a dud o deus coantiri,
|