Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 12 )
FABL 10.


Raz qêr ha Raz ar villajen.


Eun dê ar raz demeus a gêr
A yez da gemeret an ér.
Pa voa var ar maez o pourmen
E teuas raz ar villajen
D’e fedi da zont da goania
Evit en em divertissa.
Pa voaint eus an dol azeet
E voe varnei tout servichet
Qement sort a vad e devoa
Evit passeal ar goanvàn ;
Hac e voent tout gollonteret
D’eun hostis qen bras recevet.
En obstant da ze e re clem
Deus paourente ar villajen,
Ma re cals a veuleudio
D’an ambondanç eus ar c’herio.
Da approu ar pez a lare
E ped eben da zont ive.
Dont a rejont ’ta d’ar banqet
Pehini a voa preparet.
A greïs ho cher, efàn, dibri,
An or a zeu da zigeri.
Neuse e commanças morc’het
Da c’houd pelec’h mont da guzet.
Raz ar villajen ne voa qet
D’ar sort spouroun accustumet :