Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 13 )


Pa ne voye doare al lec’h,
Deus en em denn e devoe bec’h.
Pa voa ar mevel sortiet,
Raz qêr souden so retornet
D’an dol, ma c’halv e c’hompagnon.
Eben ne voa qet fin d’e c’haon.
Dont a ra, non pas assuret :
Digant eben e deus goullet
Hac alies e c’harue
Perillo ha spont evel-ze.
De ebet, emei, ne vanqer :
Alies memeus goas danjer,
Ha dre ze, certen, emezi,
N’en dê qet red qemer sourci.
Ar raz demeus ar villajen
A laras neuse evellen :
Certen, emei, ma n’an dê guel,
Eus muyn a vestl evit a vel.
Dre zoue logot m’en avanç,
Guel eo ganèn caout assuranç
Ha beva gant ma faourente,
Evit caout chagrin evel-ze.
Ne blich din da ambondanço
Gant da biril ha sourcio.

Sans moral.


Apparanç en deus ar mado
E ve cals volupte ganto ;
Mæs mar qeret sellet er font
Ho pezo poan o caout ho cont,
E voelet cals a pirillo,
A hoeroder, a jenamancho.