Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/18

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 14 )


Cals a dud gant pinvidiges
N’int bet na ne voint biqen êz.


————


FABL 11.


An Egl hac ar C’hornif.


Eun egl a gavas eur grogen :
Ne voye penaus dont aben
Na petra da ober onti
Da gavet ar pescq da zibri ;
Na gant e ners, na dre adress
Ma voa ganti baszet diez.
Aruout a ra ar c’horneil
Hac a roas dezàn conseil.
Nij ganti d’an ec’h a huel,
Pa n’en deus qet re a avel,
Ha lez da guea anezi
Var eur mæn, hac e c’hell terri.
Ar gornif a chomas d’an traon
Da c’hout hac y a dorje brao.
An egl a dol d’an traon e bescq,
Hac ar grogen a dorras prest,
Ar gornif a laër aneàn,
Hac an egl ne chomas gantàn
Nemet confusion ha mez,
Ar c’holl hac ar goapaërez.

Sans moral.


Sel pis pa glevi conseillo ;
Ne n’em fi qet re en comso.