Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/22

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 18 )


Evel ma zeo da blun brillant,
E c’heller hardi lavaret
Ez out roue al lapoucet.
Ar vran a gemer eun tam stad
Eus a gomso qen diliqat :
Dre ma voa enni cals a don
En em brepar cana e zôn.
Digeri a ra e beg franc ;
Ar prey d’an traon en eun istant
Al louarn a voa o sellet,
Na ne voa qet manet cousqet,
A lammas gantàn gant e vin
Hac a eclate o c’hoarzin ;
Ar vran droug-contant ha mezeg
Demeus ar c’holl e devoa bet.

Sans moral.


Divoallet eus fals-meulerien
Pe e fourront ennoc’h ar yen.
Cauzeal a raint manific,
Mæs vit tenna d’ho frofit ;
Ha p’ho devo gred qement-ze,
E raint c’hoas ho fompad goude.
Lemet an ourgouil eus ho penn
Hac e c’haï quit ar flaterien.


————


FABL 14.


Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole.


Eul leön en e yaouanqis
A voe eun neubeut diavis ;