Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 24 )
FABL 17.


Ar Milan clàn.


Ar milan clàn var e voele
A bede e vam ma c’haje
Da bedi’n doueo evitàn,
Pa voa ar maro tost deàn.
O ! emezi, ne esper qet
E vez gant hini sicouret :
Te c’heus polluet ho auterio
Hac alies ho sacrifiço.

Sans moral.


Entre-omp en prosperite.
E cleomp sonjal en Doue,
Ha guel a ze e raïo van
Da sicour ac’hanomp er boan.
Hac an dud eur memeus tra
Araug ezom clascq ent d’an dra.


————


FABL 18.


Ar Guennily hac al Lapoucet.


Evel ma voa deut an amzer
Da ada lin er parcqeier,
Ar guennily a yez gant mal
Da laret d’al lapoucet-all :