Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/29

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 25 )


Ennes a vezo demp noazus
Rae bea so ennàn ambuch.
Da avis, eme, n’e qet prob ;
Lez da zifinerezo zod.
Lezel a ra eur pennat c’hoaz.
Pa gommanç al lin bea glaz,
E teu da lavaret are :
Poent eo demp dispen ar re-ze.
Mæs hint ne rejont van ebet,
Goap a rent memeus o clevet.
Ha pa voa savet huelloc’h
Ha rezedet ennàn ar bolc’h :
Lezel aneàn reomp re,
E c’ha da gommanç bea crèn.
Pa n’e c’hoantent ober netra
Hac ar guennily o facha,
Ma teu neuse da gaout an den,
Da accosti en e gichen :
Gant laouénidigues ha joa
E commanç neuse da gana.
Abaoue ar guennily qez
E man gant an den assambles
Ar re-all chomet a-sclabe
Partout dre ar vro da vale,
A voe tapet, fot bea fin,
Gant lasso gred demeus a lin.

Sans moral.


Evit clevet avisiou mad
Cals ne reont qet a etat.
Pa vent en creis en danjerio
Pe en em fouret en collo,

2