Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 30 )
FABL 22.


Ar Bley hac ar Vouïs


Eur vouïs en poan a gochonet
A voa en e gourve chomet ;
Ha ma en em offras ar bley
Da veza amiegues dei,
Hac e promette sur er fad
E conserje dei e c’hofat.
Y a respontas evellen :
Ne rin netra gant mevelien.
Evit ober plijadur guel
E cleie mont ac’hane pell :
E servich voa en e absanç,
Non pas, emei, en e bresanç.
Guella a voeje da ober
E voa en em denn a affer.

Sans moral.


Ne qet mad fiout qement so
En darn vrassa a dud ar vro.
Cals a offr ho foan ha labour
A gerzo diraout qen flour :
N’en dê qet carante ouzit ;
Ne sellont nemet ho frofit.


————


FABL 23.


Ar Mene o c’henel.


Eur brud a voa a yez a-bell
E cleie ar mene genel.