Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/39

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 35 )


Evit bea ennes moez ar c’haor
Mèn ne zigorin qet an or,
Rac dre ar faout a so enni
Mèn a voel scler avoalc’h ar bley.

Sans moral.


Eun dra eo hac a so meulabl
Ha d’ar vugale profitabl
Da zenti eus ho zad ha mam ;
Dre gement-ze beza divlam :
Hac an dud yaouancq mad ho c’haus
Da glevet conseil ar re goz ;
Rac resonabl eo qement-ze :
Guelet ho deus muin evite.


————


FABL 27.


Ar C’hy hac an Dànvad.


An dànvad citet gant ar c’hy
D’an audianç evit pledi,
Hac e c’houlenne eur bara
Evit eur prest roët dezàn.
Pa voa achuet e blede
Ar paour dànvad a lavare :
Ne anavean qet da gaus ;
Ar gle a c’houlles a so faus.
An testo a voa preparet
A voe neuse ive galvet,
Ar bley, ar bultur, al falcon,
Da c’houd gand piou e voa ’r reson.